Danvez preder

Gallegerien yaouank er C’hanada

Sed aze daou filmig dedennus-tre bet savet gant CBC / Radio Canada war gallegerien yaouank eus Bro Kanada. Peadra da vagañ ar preder war ar vrezhonegerien yaouank ivez. Ur banne avel fresk deuet eus ar C’hornôg ! Étudier en anglais dans une mer d’anglophones Au Manitoba, comme dans d’autres provinces en milieu minoritaire, on encourage les jeunes à parler français. « Parle-la bien, parle-la un

"Div glogorenn" : liseidi eus Diwan bet o filmañ liseidi eus al lise Ikastola

En linenn eo bet lakaet ar film « Div Glogorenn » sevenet gant liseidi ha liseadezed breizhat eus Diwan bet o kejañ gant liseidi ha liseadezed euskarat zo o studiañ en ul lise dre soubidigezh ivez (lise Bernat Etxepare e Baiona, eus ar rouedad Ikastola. Peseurt plas evit an euskareg en o buhez ? Yezh ar skol hepken ? Implijet e vez er familh ? Gant piv e vez komzet euskareg ? El lise ? E-maez

Pennad e Bremañ : piv a zibab legadiñ ar yezh ?

Aterset e oan bet gant Milio Latimio, eus ar gelaouenn Bremañ e miz Mae 2018. En diell stag e vo kavet ganeoc’h ar respontoù ’moa graet d’e c’houlennoù : Goulennoù Milio Dibab legadiñ pe get ar brezhoneg er familhoù e oa danvez da vemor Master. Ral eo ar studiadennoù war se. Petra en deus roet c’hoant dit da gregiñ ganti ha da vont en tu all d’ar Master ? Gant testenioù da vemor Master e weler

Tezenn Catherine Adam war sell ar gerent war an divyezhegezh brezhoneg-galleg er skol

Un enklask dedennus war reprezantadurioù an tadoù hag ar mammoù a zibab lakaat o bugale e klasoù divyezhek pe e Diwan : http://www.theses.fr/2015BRES0072 Bilinguisme scolaire breton-français du jeune enfant : les représentations parentales et leurs influences, par Catherine Adam Cette recherche en sociolinguistique étudie les rapports entre langues et vie sociale à partir d’un cas d’étude

Bec’h de’i ! "Desevel e vugale e brezhoneg"

Un abadenn produet gant Brezhoweb, skignet war-eeun deus Ti ar Vro Sant-Brieg d’ar Meurzh 18 a viz Here 2016. Evit lâret o soñj : Josselin Liotard, Mikael Collouard, Lucie Le Corfec ha Kilian Gastinger, Tangi Jikel, Yann des Cognets, Gwenhael hag Izaouen Besnard. Virginie Pronost ha Gregor Mazo a vez gwelet ivez evit kaozeal deus 10 vloaz Divskouarn. Reportajoù gant Maden, Jean-Mai, Hélène, ha

A-vihanig : un diellfilm gant Bleuenn Ar Borgn

Bleuenn zo bet o filmañ teir familh eus Bro Leon o deus dibabet desevel o bugale en brezhoneg daoust ma ne oa ket ar brezhoneg yezh-vamm ar gerent. Kontañ a reont diwar-benn abegoù o dibab, an implij a reont eus ar brezhoneg gant o bugale, ar santimant a zegas dezho… Diellfilm 26 mn, produet gant France Télévisions. Sellet ouzh ar film

Ar Gwim : un diellfilm gant Soazig Daniellou

Graet e vez "ar gwim" eus ar geot a gresk en dro war lerc’h an eost, p’eo bet troc’het an ed. Evel-se ivez e oa bet lesanvet bugale un nebeud koubladoù emsaverien o doa dibabet ober gant ar brezhoneg en o buhez familh er bloavezhioù 1950, d’ar mare dres ma oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o tilezel anezhañ evit ar galleg. Ar film a gont istor souezhus ar vugale-se. Ur film fromus, ul lodenn eus

Enklask KEAV / Skol-veur Roazhon 2 war an treuzkas

E-kerzh staj-hañv KEAV, e miz Gouere 2015, oa bet skignet ur follenn-c’houlennata da bep stajiad evit dastum titouroù diwar-benn al liammoù sokial e brezhoneg dre vras, an treuzkas er familh hag an doareoù d’ober gant ar brezhoneg er gêr gant ar vugale. Niverus e oa bet an dud o doa respontet (n=183) ! Hag a- drugarez dezhe hon eus dastumet trawalc’h a respontoù da reiñ un alberz eus plas ar

Efedoù kontrol broudañ treuzkas ar yezhoù mamm

Ur gamaradez din, brezhonegerez anezhi, ’doa kontet din ’doa lennet ul levr gant Claude Hagège pa oa yaouank. Claude Hagège a zisplege ennañ e oa gwelloc’h komz e yezh vamm d’e vugale eget ur yezh « desket » peogwir e veze mestroniet gwelloc’h. Dalc’het ’doa soñj eus an dra-se ha, p’he doa bet he bugale ’doa kavet gwelloc’h ober en galleg gante pa oa ar galleg he yezh-vamm dezhi. Stourmerien ar

Diyezh : ul levr fromus gant Jean-Yves Broudic

BROUDIC Jean-Yves, Diyezh, Hor Yezh, 1993. Desavet oa bet Jean-Yves Broudic er bloavezhioù 1950 gant un tad hag ur vamm a ouie brezhoneg met n’o deus ket komzet brezhoneg dezhañ (un dra ordinal d’ar c’houlz-se). Kontañ a ra pegen start eo bet evitañ bevañ giz-se, « etre » div yezh, ar brezhoneg hag ar galleg, hep bezañ mestr war hini ebet. Deuet eo Jean-Yves da vezañ bredelfennour. Setu unan hag

Komzit brezhoneg d’ho pugale !

Iskisat tra : implijout an doare gourc’hemenn evit broudañ an dud da dreuzkas ar brezhoneg d’o bugale, giz ma c’hellfe an dibab-se dont eus an diavaez. Ul lugan mil anavezet koulskoude, bet skeudennet gant René-Yves Creston (1930) ha klevet ba kanaouenn Gilles Servat (1976). « Le verbe lire ne supporte pas l’infinitif. Aversion qu’il partage avec quelques autres : le verbe aimer… le verbe rêver