Enklask KEAV / Skol-veur Roazhon 2 war an treuzkas

E-kerzh staj-hañv KEAV, e miz Gouere 2015, oa bet skignet ur follenn-c’houlennata da bep stajiad evit dastum titouroù diwar-benn al liammoù sokial e brezhoneg dre vras, an treuzkas er familh hag an doareoù d’ober gant ar brezhoneg er gêr gant ar vugale. Niverus e oa bet an dud o doa respontet (n=183) ! Hag a- drugarez dezhe hon eus dastumet trawalc’h a respontoù da reiñ un alberz eus plas ar brezhoneg er familhoù a-vremañ. Un neubeud disoc’hoù a gavoc’h amañ.

Ur strollad enklask a-stroll zo bet savet gant tud eus skol-veur Roahon 2, eus KEAV, eus Ofis ar brezhoneg. Kemer a ran perzh er strollad-se ivez. Hugues Pentecouteau, kelenner war ar sokiologiezh, eo kenurzhier ar strollad-se.

Disoc’hoù bet embannet gant KEAV goude bezañ dielfennet ar goulennaouegoù