Ma enklask

Abaoe miz Here 2015 on lañset barzh ur pezh enklask war treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Master da gentañ, ha tezenn doktorelezh bremañ. Gant daou gelenner eus skol-veur Roazhon 2 on skoazellet : Hugues Pentecouteau ha Stefan Moal.

Ma falioù :
 kompren petra lak an tadoù hag ar mammoù brezhonek da gomz brezhoneg pe da chom hep komz brezhoneg d’o bugale
 dielfennañ ar strategiezhioù treuzkas
 gwelet penaos e vefe posupl aesaat treuzkas ar brezhoneg er familhoù.

Skoazellet eo bet an enklask-se gant Skol-veur Roazhon 2 ha Rannvro Breizh.

Dewi Siberil zo deuet d’ar gêr da c’hoût muioc’h war disoc’hoù kentañ ma enklask. Sed aze disoc’h e labour e 4 munud krono.

Echu eo an dezenn !

Goude 7 vloaz labour tenn eo bet kaset an dezenn-se da benn. D’an 29 a viz Even 2022 e oa bet soutenet, e skol-veur Roazhon 2. Bennozh Doue d’an holl dud o deus sikouret ’hanon en avañtur-se. Moaien zo da bellgargañ an dezenn e traoñ ar bajenn-mañ. Transmettre une langue minoritaire autochtone à ses enfants : le cas du breton Mots-clés : transmission linguistique, famille, éducation, langue

Pennad : Efedoù an disparti hag an adframmañ familh war treuzkas ar brezhoneg er gêr

Stefan Moal ha me hon eus skrivet ur pennad war levezon an disparti hag an adframmañ familh war treuzkas ar brezhoneg er gêr. Ur stumm saoznek eus ar pennad-se zo bet embannet el levr Transmitting minority languages : Complementary reversing language shift strategies, kaset da benn gant Michael Hornsby ha Wilson McLeod. Une recherche est en cours portant sur 450 parents brittophones nés entre

Rentañ-kont : Enklask C’hwec’hveidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Piv eo c’hwec’hveidi Diwan ? Peseurt santimant a vagont ouzh ar brezhoneg ? Peseurt implij eus ar yezh ? Piv eo o zud ? Ha goût a reont brezhoneg ? Ha komz a reont brezhoneg gant o bugale ?... Setu un nebeud goulennoù o deus heñchet un enklask bet kaset er 6 skolaj Diwan etre miz Here ha miz Kerzu 2020. 257 c’hwec’hvead (war 269) o deus respontet d’ur c’houlennaoueg. Sed aze disoc’hoù pennañ an

Rentañ-kont : Enklask Liseidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Piv eo al liseidi Diwan ? Peseurt santimant a vagont ouzh ar brezhoneg ? Peseurt implij eus ar yezh ? Piv eo o zud ? Ha goût a reont brezhoneg ? Ha komz a reont brezhoneg gant o bugale ? Peseurt levezon o deus ar jener, an hentennoù skoliata, ar familh war an darempred o deus al liseidi gant ar brezhoneg ?... Setu un nebeud goulennoù o deus heñchet un enklask bet kaset e lise Diwan Karaez etre

Goulennaoueg 4 : 6veidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Un enklask evit kompren gwelloc’h al liammoù a zo etre treuzkas ar brezhoneg er familhoù hag implij ar brezhoneg gant ar skolajidi. Kinniget e vez da 6veidi ar 6 skolaj Diwan (Gwened, Sant-Ervlan, Plijidi, Gwiseni, Ar Releg ha Kemper) respont d’ar c’houlennaoueg dindan.

Goulennaoueg 3 : Liseidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Un enklask evit kompren gwelloc’h al liammoù a zo etre treuzkas ar brezhoneg er familhoù hag implij ar brezhoneg gant al liseidi. Kaset eo an enklask-se gant liseidi Diwan an Eilvet Du, skoazellet gant Gildas Grimault, o c’helenner war ar skiantoù ekonomikel ha sokial, gant Katell Chantreau, doktoradez e skol-veur Roazhon 2, ha gant Catherine Bouroulleg eus an OPAB. E miz Kerzu 2019 ha miz

Pennad : Produiñ sifroù evit studiañ an treuzkas er familhoù

D’ar Gwener 23 a viz Du 2018 ’moa distaget ma frezegennig kentañ da-geñver ar c’hollok aozet en Oriant gant an UBS diwar-benn treuzkas ar yezhoù minorelaet er familhoù. Sed aze arroudennoù eus ma frezegenn (e galleg) evit an dud n’o doa ket gellet mont d’an Oriant an deiz-se : – produiñ sifroù : palioù, hentenn, bevennoù – kinnig ma standilhon – disoc’hoù kentañ : tadoù / mammoù, ha treuzkas

Goulennaoueg 2 : Desevel bugale

Eil lodenn an enklask war treuzkas brezhoneg er familhoù. Goude bezañ goulennataet an dud war plas ar brezhoneg en o familh e fell din gouzout muioc’h war o mod da welet an desevel bugale dre vras. Ne vo implijet an titouroù dastumet er c’houlennaoueg-mañ nemet evit magañ ma enklask war treuzkas ar brezhoneg er familhoù. 20 munutenn zo ezhomm a peu pre evit respont d’an holl c’houlennoù.

Kartenn ar mammoù hag an tadoù enklasket

Pelec’h emañ ar mammoù hag an tadoù o deus respontet d’am goulennaoueg o chom (450 den) ? Aodoù-an-Arvor : 19% Penn-ar-Bed : 47% Il-ha-Gwilen : 12% Liger-Atlantel : 3,5% Morbihan : 13% Bro-C’hall : 3,5% Estrenvro : 2%

Goulennoù, poblañs ha metodologiezh

Goulennoù pennañ Ma fal eo anveout gwelloc’h ar mammoù hag an tadoù brezhonek ha studiañ treuzkas ar brezhoneg er familhoù hiziv an deiz. Tri rummad goulennoù zo. Ur rummad kentañ war dibaboù treuzkas pe chom hep treuzkas ar brezhoneg. Deus pelec’h ’teu ar c’hoant treuzkas ? Ha douget eo gant ur sell politikel war Breizh, gant ur santimant bezañ perzh en ur gumuniezh, gant ul liamm afektivel

Goulennaoueg 1 : Treuzkas brezhoneg er familh

450 tad ha mamm brezhonek o deus respontet d’am goulennaoueg etre ar 15 a viz Ebrel hag an 3 a viz Gwengolo 2018. Echu eo an dastumadeg respontoù bremañ, met laosket ’meus ar goulennoù en linenn e ken kas ma vefe tud dedennet evit gwelet peseurt mod e oa savet ar c’houlennaoueg. Bennozh Doue d’ar mammoù ha d’an tadoù o deus respontet. Mersi bras ivez d’ar re o deus brudet ar c’houlennaoueg

Master 2 : echu !

Sed aze pazenn gentañ ma enklask war treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Daou vloaz labour evit kregiñ d’en em stummañ war frammoù teorik ar sokiologiezh, teknikoù enklask ha difraostañ an dachenn. 10 tad ha mamm ’meus bet tro da atersiñ ha kinnig a ra ma memor Master un dielfennadenn eus an atersadennoù-se. E miz Even 2017 ’moa kinniget ma memor dirak ar juri ha tapet ur 17/20 ganin. Brav evit