Testenioù Treuzkas er familh

Dastum a ran testenioù war treuzkas ar brezhoneg er familh.

Komz brezhoneg d’ho pugale a-wechoù, alies, bepred pe james : Peseurt hent ’peus dibabet ? Perak ? Penaos ?

Kasit ho testeni din dre bostel hag embannet vo aze.
katellig@yahoo.fr

Testeni Iwan : brezhoneg a-viskoazh ha nevez zo

Ganet e 1961, bet desket brezhoneg gantañ e Pariz. Brezhoneg, ha brezhoneg hepken, en deus komzet d’e verc’h, a-viskoazh. N’eus nemet abaoe un nebeud mizioù m’eo en em lakaet e verc’h, 25 vloaz dezhi, da gomz brezhoneg gantañ. Ur yezh din « Desket ’m eus ar brezhoneg azalek va 18 vloaz. E Bro-Bariz edon o chom d’ar mare-se. Dre lizher am eus desket da gentañ gant Fañch Morvannoù hag Assimil.