Ar Gwim : un diellfilm gant Soazig Daniellou

Graet e vez "ar gwim" eus ar geot a gresk en dro war lerc’h an eost, p’eo bet troc’het an ed. Evel-se ivez e oa bet lesanvet bugale un nebeud koubladoù emsaverien o doa dibabet ober gant ar brezhoneg en o buhez familh er bloavezhioù 1950, d’ar mare dres ma oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o tilezel anezhañ evit ar galleg. Ar film a gont istor souezhus ar vugale-se.

Ur film fromus, ul lodenn eus istor ar brezhoneg, ur roud eus istor an tadoù ha mammoù kentañ o deus divizet desevel o bugale en brezhoneg hag int bet desavet en galleg koulskoude.

Diellfilm 52 mn, kenproduet gant Kalanna, France Télévisions, Tébéo, TébéSud, TVR.

Sellet ouzh ar film