Goulennaoueg 3 : Liseidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Un enklask evit kompren gwelloc’h al liammoù a zo etre treuzkas ar brezhoneg er familhoù hag implij ar brezhoneg gant al liseidi.
Kaset eo an enklask-se gant liseidi Diwan an Eilvet Du, skoazellet gant Gildas Grimault, o c’helenner war ar skiantoù ekonomikel ha sokial, gant Katell Chantreau, doktoradez e skol-veur Roazhon 2, ha gant Catherine Bouroulleg eus an OPAB.
E miz Kerzu 2019 ha miz Genver 2020 e vo dastumet ar respontoù gant an Eilvet Du. E fin 2020 e vo embannet an disoc’hoù kentañ moarvat.

TITOUROÙ DIWAR-BENN AL LISEAD.EZ ENKLASKET

Reizh
Hag ur c’hoar pe ur breur dit zo skoliataet el lise Diwan er bloaz-mañ ?

E peseurt skolioù out bet (an darn vuiañ eus an amzer) ?

Skolaj
Peseurt skolaj Diwan ?
Skol kentañ derez
Ma vefe ezhomm, hag asantiñ a rafes ez afemp e darempred ganit evit atersiñ ac’hanout ?
Ha plijout a rafe dit resev disoc’hoù an enklask-se ?

TREUZKAS BREZHONEG ER FAMILH

DA VAMM
Diplom uhelañ bet tapet ganti
Ha goût a ra brezhoneg da vamm ?
Pegoulz he deus desket ?
Penaos he deus desket dreist-holl (meur a respont posupl) ?
Pa oas 5 bloaz, ha komz a rae da vamm brezhoneg ouzhit ?
Hiziv, ha komz a ra da vamm brezhoneg ouzhit ?
Ha te ? Komz a rez brezhoneg outi ?
He santimant ouzh ar brezhoneg
DA DAD
Diplom uhelañ bet tapet gantañ
Ha goût a ra brezhoneg da dad ?
Pegoulz en deus desket ?
Penaos en deus desket dreist-holl (meur a respont posupl) ?
Pa oas 5 bloaz, ha komz a rae da dad brezhoneg ouzhit ?
Hiziv, ha komz a ra da dad brezhoneg ouzhit ?
Ha te ? Komz a rez brezhoneg outañ ?
E santimant ouzh ar brezhoneg
DA DUD
Ur yezh all (pe yezhoù all) ‘vez komzet en da familh ouzhpenn ar galleg ha/pe ar brezhoneg (tad pe mamm, leztad pe lezvamm) ?
D’az soñj, peseurt abegoù pennañ o deus broudet da dud da gas ac’hanout d’ur skol vrezhonek ? (3 abeg d’ar muiañ)
Ha tro ‘peus bet da gomz eus se gant da dud ?
Hag unan (tad pe mamm) a oa mennetoc’h eget egile gant ar raktres skoliata brezhonek ?

AL LISEAD.EZ HAG AR BREZHONEG

Petra eo da santimant war da live brezhoneg hiziv ?

Da santimant ouzh ar brezhoneg

Implij ar brezhoneg

Sevenadur (maez eus al labour skol)

Stourm evit ar brezhoneg

Treuzkas brezhoneg d’az pugale

Ma ‘tefe bugale un deiz bennak, en em welout a rafes komz brezhoneg outo…