Testeni Tudi
Ganet e 1992 e Landerne, desket brezhoneg gantañ er skol adalek ar skol-vamm. Abaoe 1013 emañ o labourat e brezhoneg evel buhezour / kazetenner en ur radio divyezhek. E 2014 en doa cheñchet yezh daremprediñ gant Camille hag Armel, daou vignon bet er skol gantañ betek an Termen.
Deskiñ
Bet eo Tudi e klasoù divyezhek publik e Landerne betek an Termen. Eus Bro Pourled e oa e vamm, brezhonegerez a vihanik. Lâret a rae un nebeud gerioù brezhoneg dezhañ met pas kalz. Ne oa ket ar memes brezhoneg evel an hini veze desket d’he mab er skol. Ne oa ket brezhoneger an tad hag ar galleg a oa yezh ar familh. Daou vignon bras a oa er skol gant Tudi : Camille hag Armel, desavet an daou e brezhoneg, unan gant e vamm, egile gant e dad. Met Tudi n’en deus ket soñj bezañ c’hoariet gant e vignoned e brezhoneg maez eus ar skol.
Ur yezh din
« Soñj ‘meus bezañ bet skoet gant ar staj DABU e 2010. Un 30 den yaouank e oamp, brezhoneg gant an holl, ha souezhet-tre e oan bet o welet e oa kement a vrezhonegerien yaouank. Goude ar bak e oan en em gavet e IUT kazetenniñ Lannuon ha, dre mignoned eus an DABU, e ouien e oa ur brezhoneger all ganin, Tangi, o tont eus Diwan. Ha diouzhtu, p’hon eus toullet kaoz asambles en distro-skol, e oa e brezhoneg. Ur plac’h all, Anaig, bet e klasoù divyezhek prevez, oa deuet da gaozeal ganeomp e brezhoneg ivez. Tangi, Anaig ha me, hag un ouzhpenn ha ne oa ket brezhoneger, hon eus feurmet ul lojeiz asambles ar bloaz war-lerc’h. Brezhoneg oa bepred etre Tangi ha me, ha hanter hanter gant Anaig. Bet on oc’h ober un trede bloavezh skol kazetennerezh e Tours, pellaet diouzh ar brezhoneg, met santet ‘meus kreñv e oa un dra pouezus evidon. Goude ma studioù ‘meus kroget da labourat e brezhoneg evit France Bleu Breizh-Izel. Aze ‘meus graet anaoudegezh gant ur bern brezhonegerien, ha kroget da gaout ur rouedad ledan… »
Cheñch yezh
« E Normandie e oa Camille o studiañ. Ne wele ket e vamm alies hag ar santimant ‘noa da goll e yezh. Ur wech pa oan bet o welet anezhañ ‘noa goulennet ganin sklaer-tre komz brezhoneg dezhañ. Ha da heul ar goulenn-se oa bet un nozvezh riboul etrezomp, e Normandi, e brezhoneg penn-da-benn. Drol ‘moa kavet goulenn Camille er penn-kentañ, ne oamp ket boaz. Lakaet on bet diaes gant se, nec’het un tamm, kar digempouez e oa hon live brezhoneg. Izeloc’h e oa e live dezhañ dre ziouer a bleustr. N’on ket chalet gant se ken hiziv kar gwelet a ran e c’hellomp kontañ an eil d’egile tout ar pezh a fell deomp kontañ.
Da heul ar cheñchamant yezh gant Camille ‘meus gwelet Armel en-dro e Landerne ha me an hini eo ‘meus graet ar paz kentañ o vont e brezhoneg gantañ, ha kendalc’het hon eus giz-se goude-se. N’eo ket bet souezhet Armel gant kement-se.
Ar cheñchamant-se en deus degaset reoù all. Ar fed emaon o labourat e brezhoneg ‘neus cheñchet sell an dud en-dro din ouzh ar brezhoneg. Ur vignonez all eus ar skol divyezhek he deus goulennet ganin ‘vefe brezhoneg etrezomp. Cheñchet ‘meus yez
Ur yezh dinh gant ma breur bihan. Gant ma mamm ivez eo cheñchet an traoù. N’aen ket e brezhoneg ganti gant an aon chom hep kompren he brezhoneg deus Bro Pourled. Strivoù he deus graet eus he zu o selaou ac’hanon er radio bemdez evit kompren ma brezhoneg din-me tamm-ha-tamm. Soñj ‘meus eus ur pred familh fromus e Laolann : ouzh taol, etre ma mamm ha me, nemet brezhoneg. Bremañ ‘vez kentoc’h galleg c’hoazh met gant ar brezhoneg e reomp an aliesañ posubl. »
Peseurt talvoudegezh d’ar cheñchamantoù yezh ?
« Cheñch yezh gant Camille hag Armel ‘oa un doare evidomp da zisklêriañ hor boa c’hoant da genderc’hel da gaout darempredoù mignoniezh, daoust ma oamp o chom pell an eil re diouzh ar re all. E Lyon emañ ma breur bihan o chom, komz brezhoneg etrezomp zo bet un doare da dostaat an eil ouzh egile, da grouiñ ul liamm kreñv etrezomp.
Ar fed komz brezhoneg gant ma mamm ‘neus degaset lorc’h din ha dezhi ivez, ha d’am zad-kozh ivez. Cheñchet o deus sell war o yezh. Hiziv ‘meus ar santimant emañ an dud a zo en-dro din o tostaat muioc’h mui ouzh ar brezhoneg peogwir e welont e labouran e brezhoneg ha peogwir e klevont ac’hanon o kaozeal
Ur yezh dinbrezhoneg er gêr, er festoù… Se ‘neus lakaet lod eus ma mignoned da brederiañ war ar yezh. Unan ‘neus desket brezhoneg gant ur stummadur 9 miz memes ha lod all a zo gant ar soñj lakaat o anv ivez. »
War-zu peseurt brezhoneg mont bremañ ?
« Hiziv on chalet un tamm. Plijout a rafe din komz brezhoneg Bro Pourled met aon ‘meus pas komz brav a-walc’h. Se a chal ‘hanon. Ur glac’har eo evidon zoken. Ur stummadur vo heuliet ganin gant Stefan Moal ha goulennet en deus ganin dibab ur brezhoneg lec’hiet. N’ouzon ket peseurt dibab ober… »
Testeni dastumet e miz Gouere 2018