Izold : « En em santout a ran barrek a-walc’h evit komz brezhoneg gant ma zad adarre »

Testeni Izold

Ganet e oa bet Izold e 1992 e Montroulez. Desket brezhoneg ganti gant he zad, stourmer anezhañ, hag e Diwan betek ar CM2. Da 25 bloaz, goude bezañ aet da Bariz ha da Vro Ejipt da studiañ, he deus adkroget da gomz brezhoneg gant he zad, padal he doa paouezet d’en ober pa oa 10 vloaz. Emañ Izold oc’h ober un dezenn Istor diwar-benn ar maouezed e servij doueed Impalouriezh Ejipt kozh.

Penaos ‘teus desket brezhoneg ?
Desket ‘m eus er gêr gant ma zad hag er skol ivez. Kaset on bet d’ar skol Diwan e Montroulez. Desavet on bet e brezhoneg gant ma zad hag e galleg gant ma mamm, brezhonegerez anezhi ivez. Ma c’hoarezed a gomz brezhoneg ivez me ne reont ket mui gant ar yezh.

Pa oas bugel, penaos e veves ar fed e vefe komzet dit brezhoneg gant da dad, padal e oa ur yezh implijet nebeut-nebeut er gevredigezh ?
Kavout a raen normal ober gant ar brezhoneg pa oan ur plac’h vihan. Yezh ar skol e oa ha d’am soñj e oa ar brezhoneg yezh an deskadurezh, yezh an dud desket. Un teñzor a rankfe bezañ gwarezet hag a leunie ac’hanon gant lorc’h. Ar galleg a oa difennet er skol hag evidon e oa yezh ar re gant un deskadurezh izeloc’h, diemskiantet eus o istor. Padal, ober a raen gant ar galleg ivez, dreist-holl gant ma mamm.
Pa oan war-dro 10 vloaz e oan deuet da vezañ skuizh gant an Emsav hag ar stourm evit ar yezh. C’hoant am boa bezañ evel al lodenn vrasañ eus ar vugale er bed : komz yezh ofisiel ar vro, ur yezh anavezet ha doujet gant an holl. Ha c’hoant ganin, abaoe un nebeud bloavezhioù, da vont da vezañ ejiptologourez. Ezhomm am boa komz galleg mat evit se. Fall-kenañ e oa ma live galleg, dre skrid d’an nebeutañ. Aon am boa c’hwitañ war ma raktres. Setu perak ‘moa divizet dilezel ar brezhoneg ha kuitaat Diwan evit mont en ur skolaj publik gallek.
Start-tre eo bet ar bloavezhioù er skolaj e-kichen Montroulez etre 2003 ha 2007. A-wechoù e lennen levrioù brezhonek er porzh hag e komzen brezhoneg gant ur c’helenner brezhoneger a-vihanik, ha taget e vezen alies gant skolajidi all abalamour da se : kunujennoù, taolioù, ha muioc’h c’hoazh, hep bezañ difennet ouzh ar vugale-se gant kargidi ar skolaj. Ne vezent ket a-du gant ar feulster implijet ouzhin met kompren a raent e vefen taget abalamour ma komzen brezhoneg (ur c’hozh yezh e oa, didalvoud, ha komzet gant tud sot). Ur gwir blesadur eo bet evidon. Cheñchet en deus pep tra evidon e-keñver ar yezh ha divizet ‘m eus stourm evit gwirioù ar vrezhonegerien.

Daou vloaz goude, pa oan e 5vet klas, ‘moa bet keuz bras bezañ kuitaet Diwan. Met chomet e oan er skolaj-se betek an dibenn memesra, ha da c’houde ‘moa dibabet studiañ programm al lise er gêr, gant ar c’h/CNED. Ne oan ket evit gouzañv mont d’ar skol gant krennarded all. Prientet ‘moa ha tapet ‘moa ar vachelouriezh ma-unan.

Kroget ‘moa da gejañ gant stourmerien eus bed an Emsav pa oan war-dro 14 vloaz ha kroget da stourm en ur strollad politikel pa oan 16 : pegañ skritelloù, reiñ flyeroù er straedoù, kemer perzh e emvodoù, manifestiñ, ha reiñ kentelioù brezhoneg dre Internet ivez. An dra-se zo bet abalamour d’ar gwask ‘m eus bevet er skolaj ha d’an troc’h ‘m eus bevet gant ar yezh.

Petra ‘dalv ar brezhoneg evidout hiziv ?
Ar memes-tra evel pa oan bugel : un teñzor da wareziñ. Bremañ p’emaon kozhoc’h e komprenan muioc’h talvoudegezh ar brezhoneg e-keñver istor Europa hag istor ar bed dre vras. Un dlead eo saveteiñ ar yezh.

Cheñchet ‘t eus yezh gant da dad : perak ’teus adkroget da gomz brezhoneg dezhañ goude pell amzer ? Peseurt ster d’ar cheñchamant-se ? Ha cheñchet eo an darempred gant da dad gant se ?
E-pad pell ‘m eus bet aon komz e brezhoneg gant ma zad. Pa oan bihan, moarvat, ne oa ket ur gwir gudenn rak ober a raen gant ar yezh er skol. Padal, goude bezañ kuitaet Diwan ha dilezet ma mignoned brezhonek war an dro, eo aet ma live brezhoneg war-gil. Da lâret gwir, paouezet ‘m eus d’ober gant ar yezh e-pad un nebeud bloavezhioù.
Ur mailh war ar yezhadur eo ma zad. N’eo ket evit gouzañv fazioù yezh, dreist-holl a-berzh e verc’h. Setu perak ‘m eus dibabet chom hep komz brezhoneg dezhañ. En em santout a raen mezhus ivez peogwir em boa dilezet Diwan, ha gouzout a raen pegen pouezus e oa evitañ kas ac’hanon d’ur skol vrezhonek.
Erruet on e Pariz evit ma studioù ha kroget ‘m eus da gejañ gant kumuniezh Bretoned Pariz (Ti ar Vretoned…) ha dreist-holl gant ar gevredigezh Ti ar Brezhoneg, a vez aozet ganti predoù e brezhoneg bep sizhun ouzhpenn ur bern abadennoù all evit deskiñ brezhoneg d’an dud ha mirout ar yezh bev. Deuet on da vezañ e karg eus rouedadoù Internet ar gevredigezh.
Bemdez e ran gant ar brezhoneg. E brezhoneg eo Facebook ha Google. Sellet a ran ouzh filmoù e brezhoneg, komz a ran gant ma c’hamaladed e Breizh e brezhoneg, war an Internet, aozañ a ran kentelioù berr diwar-benn an distagadur, ha me oar. Skrivañ a ran pennadoù evit Ya ! pe Al Lañv a-wechoù.
Bremañ en em santan barrek a-walc’h evit komz brezhoneg gant ma zad adarre, hep ober re a fazioù yezh. C’hoant ‘m eus da gaout bugale a-raok pell ha komz a rin brezhoneg dezho. Setu e rankan tapout ul live uhel evit treuzkas ar yezh dezho. Ret eo d’ar yezh dont en-dro er familhoù. Setu, evit an holl abegoù-se ‘m eus divizet komz brezhoneg d’am zad en-dro, ‘pezh a ran abaoe miz Ebrel 2018, goude bezañ distroet eus ur veaj studi e Bro Ejipt. N’eo ket bet graet evezhiadenn ebet gant ma zad da heul ar cheñchamant-se, met spi ‘m eus eo laouen gant se. Evit poent, n’eus cheñchamant ebet etrezomp. D’am soñj e vo gwelloc’h gwellañ ma darempredoù gantañ ha ne vo ket e-unan ken oc’h ober gant ar yezh er familh.

Ha bezañ zo tachennoù eskemm / temoù zo ma chom ar galleg ar yezh a implijez gant da dad ?
Ober a ran gant ar brezhoneg evit komz diwar pep tra. Pa ‘mez un argredenn diwar-benn ur ger e c’houlennan digantañ ha setu tout. N’on ket aonig e-keñver ar fazioù yezh a c’hallan ober c’hoazh. Ma rank difaziañ ac’hanon e ra ha mat pell zo.

Penaos e ri gant da vugale ma ‘teus tro da gaout bugale un deiz bennaket ?

Ober a rin dres evel ma zad ganin : komz outo e brezhoneg hepken ha klask a rin kas anezho d’ur skol lec’h ma vez graet ar muiañ gant ar yezh ivez. Gant spi ne raint ket eveldon e-keñver ar yezh…

Da dad en deus dibabet treuzkas dit ur brezhoneg standart a-walc’h, padal e ouie komz brezhoneg Bro Leon ha brezhoneg Bro Pourled. Petra ‘soñj dit diwar-benn ar choaz-se ? Ha desachet out-te gant stumm pe stumm ar brezhoneg ?

Un dibab fur eo bet dibab ma zad. Padal, c’hoant ‘mefe komz brezhoneg Bro Pourlet. Kompren ha komz a ran mat hini Bro Leon. Estren din eo hini Bro Pourlet c’hoazh. Ret e vo din deskiñ anezhañ evit treuzkas anezhañ d’am bugale ivez. Ar peurunvan a chomo brezhoneg « ofisiel » ar familh avat.

Testeni dastumet e miz Gwengolo 2018.
Lenn testeni tad Izold.