Testeni Iwan : brezhoneg a-viskoazh ha nevez zo

Ganet e 1961, bet desket brezhoneg gantañ e Pariz. Brezhoneg, ha brezhoneg hepken, en deus komzet d’e verc’h, a-viskoazh. N’eus nemet abaoe un nebeud mizioù m’eo en em lakaet e verc’h, 25 vloaz dezhi, da gomz brezhoneg gantañ.

Ur yezh din
« Desket ’m eus ar brezhoneg azalek va 18 vloaz. E Bro-Bariz edon o chom d’ar mare-se. Dre lizher am eus desket da gentañ gant Fañch Morvannoù hag Assimil. Bloaz goude on bet o heuliañ kentelioù-noz e Pariz, e live 3. Eno e oa ur bern tud eus rummad va zud, brezhonegerien a-vihanik anezho, hag a zeue evit deskiñ lenn ha skrivañ ha mont donoc’h en o yezh. D’ar mare-se ha betek 1990 e tarempreden brezhonegerien a-vihanik e Bro-Bariz. Mont a raen ivez evit ar vakañsoù da labourat ha da vevañ gant ar beizanted er vro Pourled (bro va familh). Aze edon soubet er brezhoneg. Setu e-giz-se eo deuet ar brezhoneg da vezañ va eil yezh spered ha darempredoù kevredigezhel.
E 1990 on distroet d’ar vro. Er vro eo bet ganet va merc’h Izold e 1992. Araok he ganedigezh am boa graet va soñj desevel anezhi e brezhoneg nemetken. Un dra naturel e oa evidon. Chom hep ober kement-se a vije bet dinac’hañ talvoudegezh ha ster ar stourm evit ar brezhoneg. Breizhad on, neuze e komzan brezhoneg. Ar c’hallaoued a gomz galleg, an alamaned a gomz alamaneg, ar sinaiz a gomz sinaeg…

Diaesterioù
1°) Mamm va merc’h ne felle ket dezhi he c’has d’ur skol Diwan. Kudennoù a oa bet gant Diwan diwar-benn he merc’hed all. Lennet ’m eus levr Mikael Madeg, "Desevel bugale e brezhoneg", al levr nemetañ a gaved e brezhoneg d’ar mare-se war ar gudenn-se. Eno e tispleg Mikael Madeg, n’eo ket trawalc’h komz ar yezh er familh, ma ’n ’eus ket harp eus perzh ensavadurioù all : ar skol, an tele, … ha ma ’m eus soñj mat e ro skouerennoù eus familhoù en estrenvro hag a rae skol d’o bugale er gêr e yezh ar familh. Setu e-pad mizioù am eus komzet gant mamm ma merc’h evit kendrec’hiñ anezhi da asantiñ e vefe kaset Izold (ma merc’h) da Ziwan. A-benn ar fin he deus asantet.
2°) Ne oan ket bet desavet e brezhoneg. Setu n’anavezen tamm ebet na yezh ar vugale (ober titich), nag ar gerioù ha troioù-lavar evit ezteurel karantez un tad e-keñver he merc’h. Graet ’m eus gant va brezhoneg. Ret ’vefe goulenn gant va merc’h penaos he deus bevet, santet an traoù.
3°) He mamm a gomze galleg dezhi nemetken. Met kompren a rae mat-tre ar brezhoneg. Tu a vije dezhi dibab komz brezhoneg d’hor merc’h. He hanter-c’hoarezed ivez a gomprene ar brezhoneg. Kaset e oant bet da Ziwan, d’ur skol-vamm ha d’ur skol kentañ-derez. Setu pa gomzen e brezhoneg da Izold, ne oa kudenn ebet evit he mamm nag evit he c’hoarezed evit heuliañ.

Un dibab eo ha na vo ket dilezet
An dibab-se da zesevel ma merc’h e brezhoneg en deus bet hep mar un efed war va brezhoneg. Aketusoc’h e vezen ouzh va doare da gaozel, gant ar soñj treuzkas ur brezhoneg ar gwellañ posubl. Hag eñ on deuet a-benn ?
Evit pezh a sell ouzh va merc’h, morse ne ’m eus rediet anezhi da gomz brezhoneg, pe gwasket warni d’hen ober. Pa oa bihanig-toud e teue brezhoneg ganti. "ha" a lavare evit va c’harr, ha "hi" evit ki an amezeien. Un tammig koshoc’h eo c’hoarvezet ganti e degouezhioù ’zo ober gant ar brezhoneg "Deus Papa", pa oa c’hoazh ur c’hrouadurig. Ha goude-se, e-pad bloavezhioù galleg hepken. E-pad ar bloavezhioù-se na ’m eus biskoazh implijet ar galleg ganti, na dre gomz, na dre skrid. N’eus nemet abaoe un nebeud mizioù m’eo en em lakaet Izold da gomz brezhoneg ganin. Setu danvez un ensklask all diwar-benn ar vugale bet desavet e brezhoneg : perak ez implijont pe ne implijont ket ar brezhoneg ?
Er vuhez foran e komzan brezhoneg gant Izold e forzh peseurt degouezh, forzh pelec’h ha forzh pegoulz. A-wechoù eo displijet an dud tro-dro deomp, met ral a wech. Brezhonegañ a reomp memestra. Un amourouz he deus, ur gall. Pa zeu-hi gantañ da welet ac’hanon e ran gant ar brezhoneg ganti. Gouzout a ouzon eo divarrek ar paotr da gompren, met ne gomzan nemet e brezhoneg da va merc’h. Un dibab eo ha na vo ket dilezet.
Kent echuiñ eo ret din ouzhpenn am eus klasket treuzkas da Izold, ouzhpen ar brezhoneg, ha dre ar brezhoneg, elfennoù all eus ar sevenadur breizhek : an istor, ar mojennoù, piv omp, deus pelec’h e teuomp, dezhi da gompren ster ar brezhonegañ er bed hogos peurc’hallekaet a-vremañ.

Peseurt brezhoneg treuzkas ?
Kentañ brezhoneg "bev" am eus graet gantañ a oa brezhoneg Bro-Dreger. Er c’hentelioù e Pariz e veze ur bern brezhonegerien eus Bro Dreger hag ar c’helenner a oa ivez eus Bro-Dreger. Goude-se on en em soubet e brezhoneg ar Vro Pourled (bro orin va familh), gwenedeg eta. Izold a zo bet ganet hag a zo bet desavet e Bro Leon e Karanteg hag e Montroulez. Peseurt brezhoneg treuzkaz dezhi : tregerieg, gwenedeg… ?
Gant an amezien ha gant va fratikoù e raen gant ar pezh a chome ennon eus doare Bro-Dreger, tostoc’h da hini Bro-Leon. Ne zeue ket ganin tamm ebet na pouez-mouezh na doare distagañ na troioù lavar, gerioù brezhoneg Bro-Leon. Soñjet ’m eus e vije bet diboell desevel anezhi gant brezhoneg mod ar Vro Pourled, p’edomp o chom pell diouzh ar vro-se. Graet am bije marteze ma vije deuet brezhoneg gant he mamm (eus Bro-Leon). E-giz-se he dije klevet meur a zoare kaozeal.
A-benn ar fin am eus divizet ober gant ur brezhoneg "standard", gant "va" brezhoneg liv ar brezhoneg standard warnañ, an hini he deus klevet er skol moarvat.

Kalonegezh ha pennegezh a ranker kaout d’am soñj evit treuzkas brezhoneg. En emsav ar brezhoneg ez eus bet, hag ez eus c’hoazh hiziv an deiz aozadurioù da bal dezho sikour ar gerent war an dachenn-se. Un dra vat eo evit sikour ha reiñ kalon d’ar gerent, hag ober adarre eus ar brezhoneg ur yezh evit an darempreoù er gevredigezh.

Dastumet e miz Even 2018.
Lenn testeni merc’h Iwan.