Anaëlle ha Gwenole : Brezhoneg e Istanbul !

Testeni Gwenole

Ganet e 1978, o chom e Douarnenez, desket brezhoneg gantañ pa oa 20-25 vloaz. Graet en deus anaoudegezh gant e dousig, Anaëlle, e 2010. Ne ouie ket hi brezhoneg d’ar c’houlz-se, desket he deus e 2014-2015. Cheñchet yezh gant e dousig e miz Gouere 2016.

Deskiñ
Enskrivet e oa bet Gwenole e skol Diwan Kemper pa oa 2 vloaz. E vamm-gozh avat he doa lâret n’afe ket da gerc’hat anezhañ er skol ma’h afe d’ar skol Diwan, ha cheñchet o raktres gant e dud. Heuliet en deus kentelioù tañva d’ar brezhoneg e fin ar c’hentañ derez, ha kentelioù opsion etre ar 6vet klas hag an Termen. Amezegez dezhañ e oa e vamm-gozh hag alies en doa kelevet anezhi o komz brezhoneg gant he c’hoarezed. Pa oa e trede bloavezh aotregezh er skol-veur en doa graet anaoudegezh gant Tudu Karluer en doa lakaet anezhañ da heuliañ kentelioù-noz e Skol an Emsav, e-pad daou vloaz. Degemeret e oa bet en IUFM evit mont da vestr-skol divyezhek, daoust ma oa izel a-walc’h e live c’hoazh. Ur « pari sur l’avenir » a oa bet graet gant juri an IUFM en doa santet e oa youl gantañ. Graet en doa stajoù gant KEAV ivez, evel deskard da gentañ, hag evel kelenner goude.

Ur yezh din
« Un afer identelezh oa. Ar yezh-se oa din a-raok ma komzfen anezhi. Klevet ‘moa an deiz all : ma langue c’est l’arabe mais je la parle pas. D’am soñj e oa memestra evidon.
Cheñchet oa al liamm gant ma mamm-gozh goude ma studioù. Deuet oan da vezañ mestr-skol, ha neuze oa deuet ar brezhoneg da vezañ a-bouez. Ha cheñchet hon eus yezh. Bremañ n’eus nemet brezhoneg etre ma mamm-gozh ha me. Ul liamm gant ma mamm-gozh zo en afer-se, sur.
Ar vignoned ivez o deus lakaet ‘hanon da genderc’hel peogwir e oa tud en-dro din da gomzen brezhoneg gante, tud hag a blije kalz din, gant ar memes valeurioù. Pa oan e skol-veur oc’h ober studioù war ar statistikoù ‘moa nebeud a liammoù gant ar re oa ganin. Kalz muioc’h a liammoù ‘moa gant ar re oa ba skol-veur vrezhonek. Tud chik. Kavet ‘meus ur bed a glote ganin. E fin ma studioù e oa deuet ar brezhoneg da vezañ din da vat. »

Cheñch yezh
« Ar bloaz kentañ pa oan gant Anaëlle e oa hi studierez e Italia ha me graet meur a wech ar veaj eus Douarnenez da Italia. Goude daou vloaz oa deuet en-dro da Zouarnenez da chom. Ne gaoze ket brezhoneg met goût a ouie traouigoù. He zad, bet klevet brezhoneg gantañ pa oa bihan, met ne oa ket dedennet gant se, he mamm, kresket ba Bourdel, gant un tad sot gant Breizh.
‘Moa ket c’hoant da vountañ war Anaëlle evit ma vefe desket brezhoneg ganti peogwir ‘moa ket c’hoant rafe se evidon. Dedennet e oa gant ar yezhoù. Ar brezhoneg oa un doare da glokaat he stummadur. Desket he deus bravig gant ur stummadur 6 miz. Laosket ‘meus ‘neï d’ober he hent. Un dañjer oa e vijen me evel an hini a oar, gant ur statud uheloc’h, pezh n’eo ket yac’h barzh ur c’houblad, neuze meus diwallet kalz ouzh an dra-se. Ha hi a gase ‘hanon da sutal forzh penaos. Deus un tu oan intereset gant an doareoù kelenn, ha savet ‘meus kalz a c’houlennoù, met pas muioc’h evit se. Desket ‘meus traoù ivez pa oa hi o teskiñ.
N’omp ket deuet a-benn da vont e brezhoneg d’ar c’houlz-se, nemet pa oa brezhonegerien ganeomp. Digempouez e oa. Ur riskl ‘h afe ar galloud gant unan, ha ne blije ket din ha ne blije ket dezhi.
Ur sizhunvezh e brezhoneg e KEAV, bet o vakañsiñ da heul, brezhoneg er penn-kentañ, ha buan walc’h eo deuet ar galleg en-dro. Pezh oa dreist memestra eo e oa moaien da chom e brezhoneg pa oa brezhonegerien ganeomp. Din-me oa se an diaesañ : rankout komz e galleg gant mignoned peogwir ‘vije bet lakaet Anaëlle e maez mod all. Ur sapre lamm oa bet graet dija neuze.
Goude-se he deus labouret un tamm e brezhoneg en ekomirdi, gant ar skolioù. Un tamm gwask oa warni evit kenderc’hel gant ar brezhoneg. Kroget he deus da gomz brezhoneg gant mignonezed dezhi ivez.
Bet omp asambles d’ober un eil staj gant KEAV ar bloaz war-lerc’h, bet o vakañsiñ ba Istambul just goude, pemzektez, dic’halleg, ha chomet e brezhoneg. Ha goude-se omp chomet gant ar brezhoneg, graet hon eus al lamm ha deuet eo da vezañ ar yezh voutin etrezomp.
Lakaet hon ‘noa se barzh hor pennoù memestra. Met me ‘soñje din vije ket bet posupl ha tañpir. Blam ma ne oa ket bet graet goude ar staj ne welen ket penaos ‘vije bet posupl war-lerc’h. Souezhet on bet. D’am soñj eo hi kentoc’h. Me deus ma zu oan prest atav forzh penaos. Dezhi e oa da vont a-du ganin hag ober an dra-se eviti. Laosket hon eus an traoù da zont en un doare naturel. Peogwir n’haller ket en em rediañ war bep tachenn eus ar vuhez personnel. Ar youl zo un dra, met ma’z eo evit lakaat en dañjer ar santimantoù, pe lakaat gwask, dalv ket ar boan. Deus un tu all, komz brezhoneg ‘oa a bouez eviti, ha ‘oa a bouez evidon, neuze, komz galleg oa un ampech un tamm. »

Korn ar galleg
« Pa ya ket mat an traoù, pa vez lañgachet egile, aze ‘teu ar galleg. P’hon eus e’mm d’ober un tamm mise au point, a-wechoù ‘teu ar galleg. Ar farsadennoù ivez. N’eus ket tu d’ober ar memes re e galleg hag e brezhoneg. An niveroù. Evidon n’eo ket un afer peogwir ‘meus pleustret war se pa oan skolaer. Met diaes eo da Anaëlle ober gant niveroù bras e brezhoneg. Pa vez e’mm bezañ resis-tre, sklaer-tre, gant divizoù pizh, evel prenañ ur ranndi, diwar ma intrudu din alies evit gwiriekaat eo sklaer an traoù. »

Cheñchamant darempredoù etrezomp
« Plaenoc’h evidomp da-geñver hor soñjoù keñver ar brezhoneg. Met n’eo ket bet cheñchet an darempredoù kenetrezomp kement-se. Memestra, me zo laouen-tre he dije graet an dra-se, ur brouenn a garantez dreist eo en ur mod. ‘Michañs n’eus ket eus se nemetken, met… en em welet en dazont asambles… »

Ma vije ur bugel un deiz bennak ?
« N’hon eus ket komzet deus se met ne welan ket penaos e yafe unan deuzoudomp e galleg gantañ pe ganti. Hi ha me omp techet da gomz brezhoneg gant forzh peseurt bugel ‘vefe, iskis ‘vije neuze. Un niz he deus ha komz a ra brezhoneg gantañ. ‘Welan ket penaos. D’am soñj eo anat. Lakaomp hon dije c’hoant e vije unan o komz galleg gant ar bugel, n’ouzon ket piv ‘vije, ker buan all ‘vije me, se ‘vije iskis un tamm.

Tamm ha tamm, tro-dro deomp, eo deuet ar brezhoneg da vezañ un dra anat, ur seurt ideal, cheñchet eo skeudenn ar yezh. Ma zud zo en em lakaet da zeskiñ brezhoneg kerkent hag erruet war o leve. Cheñchet ‘neus sell tad Anaëlle war ar brezhoneg. Memestra evit ar vignoned en-dro deomp. »

Testeni Anaëlle

Ganet e 1988, o chom e Douarnenez. Graet he deus anaoudegezh gant he dousig, Gwenole, brezhoneger anezhañ, e 2010. Desket brezhoneg ganti gant ur stummadur 6 miz e 2014-2015. Cheñchet yezh gant he dousig e miz Gouere 2016.

Anaëlle he deus desket brezhoneg gant ur stummadur 6 miz pa oa 26 vloaz. Ne gomze ket ger brezhoneg ebet a-raok, koulz lâret. He zad zo eus Brieg met ne gomze ket brezhoneg. He mamm zo kresket kostez Bourdel met he zad dezhi a oa eus Naoned ha sot gant Breizh. Ijinet en doa e oa Breizhat eus Pont-e-Kroaz, ha fier e oa da embann kement-se war ar groaz. Gantañ he doa klevet Anaëlle he c’herioù brezhonek kentañ : « Moi je suis tad-kozh toujours » a lâre hemañ.
He mamm a lâre dezhi e vije bet kontant e komzfe brezhoneg met ne oa ket skol vrezhonek ebet e Brieg d’ar poent-se. Pa oa war he studioù he doa bet tro Anaëlle da vont da Vro-Spagn ha da Vro-Italia, da chom, ur bloavezh e pep bro. Soñj he deus eus un nozvezh e Italia ma oan asambles gant Italianiz, mignoned eus Bro-C’hall hag ur vignonez eus Bro-Spagn, mesket an holl yezhoù gante : « Ur blokaj oa ba ma spered, ne ouien ket ken peseurt yezh e komzen, ha santet ‘meus ur seurt « klik-deklik » ha renket pep yezh en he c’hombod. Abaoe an noz-se eo aes din dispartiañ ar yezhoù, komz yezhoù disheñvel hervez an dud zo dirazon, switchañ eus ur yezh d’eben… »

Deskiñ
« Pa’z on distroet da Vreizh goude ma studioù ‘meus soñjet e oa un tammig domaj goût teir yezh ha pas goût brezhoneg. A-raok kregiñ gant al labour ‘meus divizet tapout 6 miz evit deskiñ brezhoneg. En ma aes e oan gant ar yezhoù. N’on ket komplexet gant ar yezhoù : kroget ‘meus da gomz italianeg ha spagnoleg gant fazioù, n’eo ket chalus ober fazioù evit deskiñ. Goût a ouien e teufen a-benn.
A bouez e oa e vefe an dra-se ur choaz din ha n’eo ket peogwir ‘nije goulennet Gwenole ganin. Met memestra, Gwenole ‘neus digoret an nor. Lakaet ‘neus ‘hanon da gompren e ouien brezhoneg un tamm dija, dre an anvioù lec’h, an anvioù tud. Fentus eo diskouez d’an dud penaos zo un eil yezh en o fenn dija, hep goût dezho. Roet ‘neus da welet un tamm eus ar bed-se, o lakaat ‘hanon da anveout brezhonegerien sichant, o tiskouez ar youl da stourm evit ar yezh-se. Met anveout a raen un tamm eus ar bed-se a-raok anveout Gwenole memestra, dre ma familh, dre mignoned ma zud a oa brezhonegerien pe stourmerien hag o doa kaset o bugale da Ziwan. Paskal Bocou oa ur mignon bras d’am zud. Soñj ‘meus eus unan eus an traoù diwezhañ ‘moa lâret dezhañ goude ar Redadeg, a-raok e varv e 2010 : Paskal, emaon o vont da zeskiñ brezhoneg. A-raok kejañ gant Gwenole ‘moa lâret an dra-se da Baskal. Seurt traoù a gont, dreist-holl pa varv an den goude, ne c’heller ket lâret, ha nann, benn ar fin… En em gavout a raer un tamm rediet da vont. »

Ur yezh din
« Komprenet ‘moa buan walc’h ne vefen ket mestr war ar yezh e fin ar stummadur 6 miz met pep benveg ‘oa ganin evit kregiñ da gomz. Dre daou du eo deuet ar yezh da vezañ din-me. Dre ma labour ha dre an darempredoù ‘meus bet gant tud-kozh er Menez Are. Nebeut amzer goude ar stummadur 6 miz on bet degemeret e ekomirdi Menez Are evit bezañ hanterouriez. Ul lodenn eus an emgav tuta ‘oa bet kaset e brezhoneg hag ul lodenn eus ma labour zo e brezhoneg. Diouzhtu on kroget d’ober atersadennoù e brezhoneg evit ar radio, an tele, ur sapre tra e oa. Ne oan ket en ma bleud gant ar brezhoneg c’hoazh, met d’an nebeutañ e oan ‘barzh. Santet ‘meus e oan perzh e bed ar brezhoneg.
Deus an tu all ‘meus bet tro da gomz kalz gant tud kozh e Menez Are, tud a youl vat eus ar gevredigezh, tud a gaven plijus, ha dastum komzoù gante. Gwelet ‘meus e vezen komprenet gant ar re gozh, se zo bet a-bouez evidon ivez. Ba Menez Are zo ur pouez-mouezh aes a-walc’h, n’eo ket kreñv na deus tu Bro Leon na deus tu Bro Gerne. Ar c’hontrol eo diaes-tre kompren brezhoneg ma bro din, Brieg / Landrevarzeg. Start eo bet din gwelet ‘oa diaes din kompren tud kozh eus ma bro, met e Menez Are ‘meus bet un hent kalz aesoc’h evit kompren ‘nê hag evit bezañ komprenet gante.
Er memes koulz ‘meus graet ma hent gant brezhonegerien Douarnenez, o kregiñ da gomz brezhoneg gante tamm-ha-tamm. »

Cheñch yezh
« Bet oan oc’h ober staj KEAV asambles gant Gwenole e miz Gouere 2015, nebeut goude ar stummadur 6 miz. Goude KEAV hon noa klasket chom gant ar brezhoneg met ne oa ket padet. Bet e oamp en dro e KEAV e miz Gouere 2016, ur sizhunvezh soubidigezh, goude-se div sizhunvezh vakañs e Istambul lec’h ma ne oa tamm galleg ebet tro-dro deomp, ha chomet omp e brezhoneg goude.
Gwenole en doa c’hoant da cheñch yezh, lâret ‘noa din e vefe laouen gant se met n’en doa ket rediet e mod ebet. Laouen e oa dija gant ar pezh a oa, da lâret eo pas bezañ rediet da cheñch yezh pa oa mignoned brezhonek ganeomp.
Goude KEAV ar wech kentañ e oa re ziaes din, ne oan ket en ma bleud, digempouez oa an traoù kenetrezomp, ‘oamp ket war memes live ha se oa kompliket. Pad ur bloavezh ‘meus kendalc’het gant ar brezhoneg ha neuze oa kalz aesoc’h ar bloavezh war-lerc’h. Aze eo bet graet en un doare naturel. Oan ket prest d’ober ur striv spontus gant ma mignon evit cheñch yezh. Graet eo bet pa oa deuet da vezañ aes din.
Istambul ‘neus sikouret ‘hanomp peogwir oa ket galleg tro-dro deomp, neuze n’omp ket bet techet da vont war-zu ar galleg. N’hon eus ket bet e’mm komz galleg gant tud all, se ‘ni eo, ar veaj ‘neus sikouret evit se. Ha KEAV ‘neus sikouret kalz ivez, ur sizhunvezh soubidigezh. Prest ‘oamp hon daou evit ar cheñchamant-se, n’eus ket bet e’mm lâret. »

Korn ar galleg
« Ar brezhoneg eo ar yezh etrezomp, met dont a ra alies walc’h ar galleg. Pa vezan me re skuizh evit ober ur striv, an dra-se a dalv e chom ur striv memestra. Evit divizoù zo n’anveer ket ar geriaoueg zo e’mm evit kaozeal warne, traoù teknik, politikerezh da skouer, n’ouzon ket. Bezañ zo traoù a vez bevet en ur yezh ivez, ha pa gonter an traoù e teu er yezh m’eo bet bevet, traoù bevet ba ma labour da skouer, pa gomzan eus an EPPC, GIP, DGS, traoù giz-se, jargon un tamm.
Hent all pa vez santimantoù. Diaes eo chom e brezhoneg pa vez cheu etrezomp. Met bremañ ‘gav din vez cheu etrezomp e brezhoneg ‘wechoù. Ur sin vat eo d’am soñj.
Ar galleg zo ur benveg ouzhpenn evit lakaat distance kenetrezomp. Ma ‘h a Gwenole e galleg ganin e ouzon diouzhtu zo un dra ne ya ket. Bon… petra zo ? Grevus eo ? Ar brezhoneg eo hor yezh « complice ». Ar gwechoù kentañ hon eus komzet brezhoneg etrezomp, pa veze ket alies, oa er restaorant da skouer, kuit da vezañ komprenet gant ar re all. Un dra deomp-ni eo. Ha bremañ, pa vez galleg, vezomp pell an eil diouzh egile diouzhtu. »

Cheñchamant darempredoù etrezomp
« Un dra zo deomp-ni eo ar brezhoneg. Krouet hon eus un dra asambles, da vat, hag a c’hellomp rannañ. Gwenole, pa oa bet gant merc’hed all a-raok, n’halle ket rannañ ar bed-se gante peogwir ne ouient ket brezhoneg, ha se oa iskis dezhañ, giz ma vije daou ved dezhañ. Ni hon eus ar memes bed, gant tud, gant stourmoù, gant valeurioù, tout se vez rannet ganeomp. Goût a ouzomp ni hon daou hon eus da vont war-raok gant ar brezhoneg, neuze, klask a reomp deskiñ pelloc’h asambles, krouiñ, kavout doareoù da lâret. Bon, penaos lârfemp se e brezhoneg ?
An dud zo bet souezhet-tre gant ar cheñchamant-se, war an tu mat. Poan ‘meus bet displegañ perak ‘moa choazet deskiñ brezhoneg, met n’eo ket bet ken diaes displegañ ar cheñchamant yezh gant Gwenole. An hent oa graet dija.
Ur bern tud a lâr eo diaes cheñch yezh peogwir ne vez ket graet alies ur choaz sklaer. Ur c’heneil din, bet graet ar stummadur 6 miz gantañ, n’eo ket bet divizet sklaer ganeomp e vije cheñchet yezh etrezomp, ha neuze ‘vezomp etre an div yezh. Skuizhus eo tremen eus ur yezh d’eben. N’eo ket sklaer. N’emañ ket en e aes c’hoazh, digempouez etrezomp, ha ne fell ket din dibab evitañ. »

Kilsell war ar cheñchamant
« ‘Meus ket soñj bezañ bet komzet galleg gant Gwenole. N’eus nemet mareoù un tamm diaesoc’h peogwir vezan skuizh. Bremañ eo un dra instutionnalisé. Ha n’eo ket strikt ma vez galleg, ‘meump ket lakaet harzoù war se. Ur boazamant, un dra simpl eo. »

Ma vije ur bugel un deiz bennak ?
« Brezhoneg evel-just. Met n’ouzon ket penaos e rafen. Aes komz brezhoneg gante war ar vuhez pemdez, met santimantoù, rimadelloù, karantez e galleg. Sur a-walc’h vefe divyezhek. »

Anaëlle he deus cheñchet yezh gant Gwenole, met n’eo ket tout. Gant lod eus he brasañ mignonezed eus al lise he deus cheñchet yezh ivez : « Ur strollad mignonezed tost tost e oamp el lise. Teir ac’hanomp o deus desket brezhoneg goude al lise : Enora da gentañ, me ha Ninnog goude. Plantet hon eus reuz un tamm er strollad mignonezed, rebechoù zo bet un tamm a-berzh ar re all. Met fier on komz brezhoneg, dirak tud all memes, peogwir e kavan brav. Reiñ a ra ur skeudenn vrav ha desachus eus ar yezh. »